Ti-embann : Al Liamm
Ti-embann : Al Liamm
Tri c’hoarier yaouank, en-dro dezho war al leurenn, arvesterien ken yaouank all. Gerioù divalav, jestroù skoemp. Selloù kalet, selloù kollet. Feulster ! Peadra da brederiañ war un danvez skrijus, ur gwir binim evit hor c’hevredigezhioù.
E 1997 e oa bet savet Offsring, ur raktres evit kizidikaat an dud yaouank 12-25 bloaz ouzh ar c’hoariva e yezhoù minorelaet Europa. Er bloaz-se e c’hoarvezas un darvoud mantrus e kêrbenn Bro-Friz : drouklazh ur c’hrennard gant ur strollad tud yaouank. Fromet ha feuket voe an dud gant ar feulster-se.
Gewelt… Nee! – Feulster… Nann ! – a voe savet ha c’hoariet el liseoù dreist-holl.
Troidigezh Goulc’han Kervella, rener Ar vro Bagan, kentañ strollad brezhoneger a vicher, a ro tro da bep hini da lenn, da zisplegañ pe da c’hoari Feulster… Nann ! Ra dapo krog hor yaouankizoù brezhoneger er pezh-c’hoari etrebroadel-mañ.
Site vitrine réservé aux professionnels (prix publics TTC) - demande d'accès sur le site pro => pro.capbrittany.com Tel : 02 57 21 74 54
Il n’y pas encore d’avis.