Anavezet eo Yann Guillamot evel konter ha marvailher abaoe amzer e yaouankiz flamm. Padal e oa chomet betek-henn war dachenn ar prezegerezh. Amañ e vez kinniget gantañ un torkad koñchennoù farsus, warno liv an hengoun kernevat.
Ganet e oa bet e 1949 e Ploveilh. E dud a oa Bigoudenned a-berzh mamm, ha Glaziked a-berzh tad. Holl brezhonegerien a-vihanik, o strilhañ dezhañ, a-grouadur, yezh marzhus ha dalc’hus o gourdadoù. Ar re a vez plijet gant arz ar c’honter a vo en o bleud pa zibuno teodadoù flemmus ha begadoù fent. Kavout a raio amañ an nevez-vrezhonegerien danvez kreñvaus da startaat ha da varrekaat o frezeg.
Site vitrine réservé aux professionnels (prix publics TTC) - demande d'accès sur le site pro => pro.capbrittany.com Tel : 02 57 21 74 54
Il n’y pas encore d’avis.